Un douloureux passage à l'âge adulte, entre sensibilité et horreur...
E Toronto, en deiz-hiziv, emañ Alexander MacDonald o weladenniñ e vreur henañ Calum.
M'emañ bremañ Calum o vevañ e-kreiz ar vizer hag an alkoolegezh eo bet gwechall rener dispont klan MacDonald, ul lignez a besketaerien, koadourien ha mengleuzerien, evel e hendad Calum Ruadh, divroet et 1779 eus Bro-Skos evit kregiñ gant ur vuhez nevez e "Bro ar gwez", Cape Breton e Skos-Nevez.
Evel ma ne vefe bet troc'h ebet a-hed an tri c'hantved tremenet e vo kaset-degaset al lenner eus straedoù Toronto da aodoù Cape Breton, eus Douaroù Uhel Bro-Skos betek mengleuzioù uraniom Ontario.
Dreist an egor hag an amzer.
Un istor a lealded eo ar romant-mañ : lealded ouzh an hêrezh, ouzh ar gouezeleg ma vez c'hoazh komzet ha kanet er vro, ouzh bed al labourerien, ouzh ar familh, forzh peseurt darvoud kriz a c'hoarvezfe : "Tev ar gwad, tanav an dour", a lavar atav ar vamm-gozh.
Il n'y a pas encore de discussion sur ce livre
Soyez le premier à en lancer une !
Un douloureux passage à l'âge adulte, entre sensibilité et horreur...
Blanche vient de perdre son mari, Pierre, son autre elle-même. Un jour, elle rencontre Jules, un vieil homme amoureux des fleurs...
Des idées de lecture pour ce début d'année !
Si certaines sont impressionnantes et effrayantes, d'autres sont drôles et rassurantes !